Mont d’an endalc’had

Antsiranana

Eus Wikipedia
Lec'hiadur Antsiranana
Ur straed en Antsiranana

Antsiranana zo ur gêr eus Madagaskar, e norzh an enez. Pennlec'h rannvro Diana eo ha trede porzh-mor brasañ Madagaskar.

Anvet e voe da gentañ Diego Suarez, diwar anv Diogo Soares, ur merdeer portugalat hag a dremenas dre ar bae e 1543. Pa voe trevadennet ar vro gant Bro-C'hall e teuas da vezañ un diazlec'h d'ar morlu. N'eo nemet e 1975, goude disparti ar soudarded gall diwezhañ, ma voe lakaet da Antsiranana.

War-dro 100 000 annezad a oa enni e 2008.