Mont d’an endalc’had

Antoine de Grignaux

Eus Wikipedia
En gul e gebrenn en aour heuliet gant teir groaz krouget ivez en aour

Antoine de Grignaux (Grigneaux) a oa bet eskob Treger eus 1505 da 1537.

Genidik e oa eus Perigord.

Jean de Grignaux, e vreur, e oa bet anvet da eskob Treger gant ar rouanez Anna Breizh, war-lerc'h Jean Calloët. Jean de Grignaux bet roet e zilez, Antoine, e vreur, e voe anvet en e blas, d'an 22 Kerzu 1505.

Alies e oa en diemglev gant kuzul-chalonied Treger, hag alies a-walc'h ivez er-maez eus Landreger.

Antoine de Grignaux a oa aet da Anaon e Loches d'ar 16 Du 1537. Louis de Bourbon e zeuas war e lerc'h war gador eskopti Treger.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Pierre Barbier : Le Trégor historique et monumental. Les Presses bretonnes. Saint-Brieuc. 1960