Anomaluridae
Neuz
| |||
|---|---|---|---|
Zenkerella insignis
| |||
| Rummatadur filogenetek | |||
| Riezad : | Animalia | ||
| Skourrad : | Chordata | ||
| Kevrennad : | Mammalia | ||
| Urzhad : | Rodentia | ||
| Kerentiad : | Anomaluridae | ||
| D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. | |||
Anomaluridae a zo ur c'herentiad e rummatadur ar bronneged, ennañ krignerien hag a vev e koadegoù kreiz Afrika.
Tennañ a reont d'ar gwiñvered-nij nemet eo disheñvel o c'hlopenn ha skantek eo lodenn zindan o lost. Gant 6 spesad diwar ar 7 a ya d'ober ar c'herentiad ez eus ur groc'henenn a stag o favioù a-dreñv ouzh o favioù a-raok hag a ro tu dezho da blavañ eus ur wezenn d'eben.
Spesadoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]3 genad ha 7 spesad a zo er c'herentiad-mañ:
- genad Anomalurus
- genad Idiurus
- genad Zenkerella
