Mont d’an endalc’had

Anne Pedersdotter

Eus Wikipedia
Deviñ ur sorserez, hervez ur skeudenn alaman

Anne Pedersdotter (marvet d'ar 7 a viz Ebrel 1590) a oa ur vaouez eus Norge a voe tamallet dezhi bout sorserez hag a voe devet e Bergen. Dre ma'z eus kalzik a zielloù diwar-benn he frosez ez eo, war un dro gant Lisbeth Nypan, an damalladez brudetañ eus ar vro er XVIvet kantved.

Anne Pedersdottera oa ganet e kêr Trondheim, ha merc'h un ofisial e oa, ha c'hoar da ofisial kêr Trondheim, Sören Pedersson. En 1552, e timezas da Absalon Pedersson Beyer, beleg luterian ha kelenner doueoniezh e Bergen ma'z eont da chom.

En 1575 e voe tamallet da Anne bezañ lazhet eontr he fried, an eskob Gjeble Pedersson, dre sorserezh, evit gallout lakaat he fried da vont da eskob met didamallet e voe a drugarez da zarempredoù he fried hag a zeuas a-benn da gaout ur pardon digant Roue Danmark. Bloaz goude e varvas he fried. Intañvez pinvidik e oa, disamm a dailhoù a-berzh ar roue, met bepred e veze sellet outi evel ouzh ur sorserez. Digenvez e veve, mont a rae e droug ouzh an dud, tabutal gante, ha gwashaat a rae he brud a-hed ar bloavezhioù.

E miz Meurzh 1590 e voe tamallet adarre. Nac'h a reas mont d'ar prosez, ha kerc'het e voe dre heg. Eno e voe tamallet dezhi bezañ drouklazhet c'hwec'h den goude o lakaat da gleñvel dre sorserezh; mignoned hag amezeien e oa an testoù, hag he matezh Elina a lavaras e oa bet implijet evel kazeg d'he c'has d'ur Sabad sorserezed, ma oa bet divizet gant ar sorserezed deviñ kêr. Tud all a lavaras o doa he gwelet gant diaoulien.

E-pad ar prosez e tiskouezas Anne kaout "youl, spisweled, ampartiz". Pa voe tamallet dezhi bezañ lazhet ur bugel ec'h eilgerias : " Kalz a vugale a varv er gêr-mañ, n'em eus ket o lazhet holl". Daoust da alioù kontrol beleien zo eus Bergen e voe kondaonet d'ar marv. En Norge e veze devet ar sorserezed en o bev, ha sed a c'hoarvezas dezhi.