Anna Paulowna

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Lec'hiadur Anna Paulowna
Banniel Anna Paulowna
Ardamez Anna Paulowna

Anna Paulowna (distagañ : [1]) a zo ur gumun e proviñs Noord-Holland, en Izelvroioù. 78,81 km² (douar : 74,68 km², dour : 4,13 km²) eo gorread Ann Paulowna, ha d'an 31 a viz Mae 2009 e oa 14 183 annezad enni. Ar c'hêriadenneoù, kêrioù ha distrigoù da-heul a ya d'ober Anna Paulowna : Anna Paulowna, Breezand, Nieuwesluis, Van Ewijcksluis, Wieringerwaard. Dont a ra hec'h anv eus hini Anna Paulownapolder, bet dizouret e 1846 da vare ren ar roue Willem II an Izelvroioù ha bet anvet diwar anv e wreg, a rouanez Anna Paulowna.

Meilh Leonide en Anna Paulowna

Kuzul-kêr[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E kuzul-kêr Anna Paulowna ez eus 15 dileuriad :

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.

Flag of the Netherlands.svg Porched an Izelvroioù – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn d'an Izelvroioù.