Anna Hillmayer
Neuz
Anna Hillmayer (1812-1847) a oa ur vaouez eus München, brudet he c'hoantiz, en hanterenn gentañ an XIXvet kantved.
Merc'h e oa d'ur marc'hadour kig gouez. Mervel a reas dizimez da 35 bloaz. He gwelout a reer gant he blev kribet e doare kêr München, gant ul levr pedennoù, dirak iliz ar Werc'hez (ar Frauenkirche), arouez he deolded.
Echuet e voe he foltred gant Joseph Stieler e 1829. An hini diwezhañ e oa eus an dek taolenn a veze diskouezet d'an holl e Poltredaoueg ar gened. Poltred Helene Sedelmayer a voe echuet war-lerc'h hemañ, hogen lakaet war ziskouez a-raok hini Anna Hillmayer.