Animal Crossing (heuliad c'hoarioù video)

Eus Wikipedia
Animal Crossing (heuliad c'hoarioù video)
heuliad c'hoarioù video, media franchise
Titlどうぶつの森 Kemmañ
Tachennlife simulation game Kemmañ
Ti-embannNintendo Kemmañ
Hollved faltaziekAnimal Crossing universe Kemmañ
DiorroerNintendo Kemmañ
Treset gantKatsuya Eguchi, Takashi Tezuka Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://www.nintendo.co.jp/character/mori/, https://animalcrossing.nintendo.com Kemmañ
HashtagAnimalCrossing, animalcrossing Kemmañ

Animal Crossing zo anv un heuliad c'hoarioù video eskemmoù sokial sevenet hag embannet gant Nintendo. An heuliad a zo bet ijinet ha krouet gant Katsuya Eguchi hag Hisashi Nogami. En Animal Crossing, ar c'hoarier a zo un den a vev en ur gêriadennig annezet gant loened denheñvelek. An tu a zo d'ar c'hoarier d'ober meur a obererezh disheñvel evel pesketa, trapañ amprevaned, klask fosiled. An heuliad a zo brudet rak difin eo, hag implij a ra horolaj ha deiziataer ar goñsolenn evit heuliañ ar vuhez wirion.

Abaoe embann ar c'hentañ c'hoari e 2001, pemp c'hoari Animal Crossing a zo bet embannet dre ar bed. Pep hini anezho a zo bet embannet war ar savennoù Nintendo 64/iQue Player (gwellaet hag adsavet evit ar GameCube), Nintendo DS, Wii, Nintendo 3DS ha Nintendo Switch. An heuliad a zo bet degemeret mat ha berzh bras en deus graet a-fed gwerzhioù gant ouzhpenn 77 milion à c'hoarioù gwerzhet dre ar bed. Tri c'hoari video doare spin-off a zo bet embannet: Animal Crossing: Happy Home Designer savet evit an Nintendo 3DS, Animal Crossing: Amiibo Festival war ar Wii U hag Animal Crossing: Pocket Camp war ar savennoù poellgomzerioù. Un DLC da baeañ a zo bet embannet war an Nintendo Switch evit ar c'hoari Animal Crossing: New Horizons, anvet Animal Crossing: New Horizons – Happy Home Paradise.