Andrei Gennadyevitch Karlov
Neuz
Andrei Gennadyevitch Karlov (rusianeg: Андре́й Генна́дьевич Ка́рлов), ganet d'ar 4 a viz C'hwevrer 1954 hag aet da Anaon d'an 19 a viz Kerzu 2016, a oa un diplomat rusian ha kannader e Turkia hag e Norzh Korea. D'an 19 a viz Kerzu 2016, Karlov a zo bet muntret e Ankara, Turkia gant Mevlüt Mert Altıntaş, un archer turkian.
Muntr
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]D'an 19 a viz Kerzu 2016, Andreï Karlov a oa o prezegenniñ en un diskouezadeg e Ankara pa voe tennet div wech warnañ gant un archer. Marvet eo war an hent d'an ospital. An argadour a huchas "Na zisoñjit ket Aleppo, Na zisoñjit ket Siria!" hag "Allahu Akbar" (Doue a zo bras).