An tri frederour
Neuz
| An tri frederour | |
| Giorgione, war-dro 1505-1509 | |
| Eoullivadur war vezher | |
| 123 × 144 cm | |
| Kunsthistorisches Museum | |
| Vienna | |
| Aostria | |
I Tre filosofi, pe An tri frederour, zo un eoullivadur graet gant al livourien veneziat Giorgione ha Sebastiano del Piombo, war-dro 1505, evit un noblañs eus kêr Venezia, Taddeo Contarini; an eil a grogas gant al labour, egile a echuas. Gwelout an oberenn a c'hallere Kunsthistorisches Museum Vienna.
Dont a ra anv an oberenn eus ur skrid diwar zorn Marcantonio Michiel, a welas anezhi en ur genkiz e Venezia.
An tudennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Alegoriennoù eo an tudennoù: ur c'hozhiad barvek, un Arab hag ur paotr yaouank e-kreiz ar maezioù. En diadreñv ez eus ur gêriadenn ha menezioù.
Emañ ar paotr yaouank o vuzuliañ ur vougev a zo en tu kleiz gant e vinvioù.
N'eo ket sur an arbennigourien petra zo da gompren en daolenn.