Mont d’an endalc’had

An Tsarevna Nesmeyana

Eus Wikipedia
An Tsarevna Nesmeyana, 1916-1926.

"An Tsarevna Nesmeyana" a zo un daolenn gant al livour rus Viktor Vasnetsov etre 1916 ha 1926.

Dont a ra titl al livadur eus titl ur vojenn rus "An Tsarevna Nesmeyana", a gont diwar-benn merc'h d'un tsar ha ne c'hoarzhe biken. Hec'h anv, Nesmeyana, a dalvez "dic'hoarzh" e ruseg, met kentoc'h e teu eus "chom hep c'hoarzhin". Ster an anv a zo sklaer evit ar rusianegerien hag a zo mat evit deskrivañ an harozez.

Hervez ar vojenn e klaske an tsar lakaat e verc'h da c'hoarzhin. Evit ober c'hoarzhin dezhi e veze pedet tud a bep seurt hag a bep tu. Ha prometiñ a reas dorn an tsarevna d'an hini a c'hello dont a-benn. Met den ne c'halle ober c'hoarzhin d'an tsarevna, mousc'hoarzh ebet ne zegoueze war he muzelloù. Met ur wech e tirollas da c'hoarzhin pa welas ul labourer, hag al labourer-se en doa dimezet ganti.

En daolenn e weler ur plac'h trist. Kalz tud a bep seurt 'zo en-dro dezhi, o klask lakaat anezhi da c'hoarzhin. Met ar plac'h yaouank ne sell ket outo. Chom a ra azezet war he zron. He dremm a zo trist ha disheñvel bras diouzh dremmoù an dud a zo o tañsal, o c'hoarzhin, o kanañ hag o seniñ benvegoù sonerezh tro-dro. Tud eus ar broioù estren a zo ivez er sal - e-touez an dud gwisket e giz rus, e weler an dud gant dilhad broioù Europa - hini "alamanek" hag hini Bro-Saoz ma veze douget er XVIvet kantved. Pep hini anezho a vefe laouen o timeziñ gant merc'h an tsar.