Amy Winehouse
Amy Winehouse[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Amy Jade Winehouse | |
![]() | |
Amy Winehouse e Berlin e 2007
| |
Ganet | 14 a viz Gwengolo 1983 Southgate (Londrez) ![]() |
---|---|
Marvet | 23 a viz Gouere 2011 Camden (Londrez) ![]() |
Micher(ioù) | Oberourez Sonaozerez Kanerez |
Benveg(où) | Gitar Mouezh Taboulinoù |
Bloavezhioù oberiant | 1993-2011 |
Lec'hienn ofisiel | Amywinehouse.com |
kemmañ ![]() |
Amy Jade Winehouse, anavezetoc'h evel Amy Winehouse, ganet d'ar 14 a viz Gwengolo 1983 e Londrez, ha marvet d'an 23 a viz Gouere 2011 e Londrez, zo ur ganerez ha sonaozerez saoz, brudet he mouezh contralto don hag he doae da gemmeskañ soul, R&B ha jazz.

Buhez ha micher[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
E 2003 ec'h embannas Amy Winehouse he fladenn gentañ Frank he devoe un degemer brav gant ar vurutellerien hag a voe anvet evit ar priz Mercury. E 2004 e c'hounezas ar priz Ivor Navello e rummad ar Gwellañ kanaouenn evit Stronger Than Me.
E 2006, hec'h eil pladenn Back to Black a resevas c'hwec'h anvadur hag a c'hounezas pemp priz er Grammy Awards, o c'houzout ez eas ganti 3 eus ar 4 friz bras (the "Big Four") hini ar Gwellañ arzourez nevez, hini Pladenn ar bloaz ha hini Kanaouenn ar bloaz. E 2007, e voe loreet e rummad ar gwellañ kanaouenn a-vremañ evit Rehab, hag e c'hounezas ar Brit Award evel gwellañ arzourez ha Back to Black a voe lakaet da wellañ pladenn Breizh-Veur. E 2008 adarre e resevas ur priz evit he c'hanaouenn Love Is A Losing Game evit he sonerezh ha he fozioù.
Mervel a reas diwar ur c'horfad d'an 23 a viz Gouere 2011. Hec'h albom Back to Black a zo deuet da vezañ an hini gwerzhet ar muiañ e deroù an 21vet kantved e Bro-Saoz.