Divelfenneg
| |||
---|---|---|---|
Ur ran-darv Amerika
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Chordata | ||
Kevrennad : | Amphibia | ||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
An divelfenneged zo loened mellkeinek a dremen ul lodenn eus o buhez en dour hag ul lodenn all war an douar.
Unan eus ar 5 kevrennad a ya d'ober ar mellkeineged int. Ar bronneged, an evned, ar stlejviled hag ar pesked eo ar re all.
Emdroadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An divelfenneged kentañ a zeuas war-wel 370 milion a vloavezhioù 'zo, da vare an devonian hag ar mellkeineged kentañ e voent o trevadenniñ an douar.
Al loened kentañ gant pevar ezel mellek e voent ivez pa emdroas o angelloù. Hag al loened kentañ gant malvennoù e voent c'hoazh.
280 milion a vloavezhioù 'zo e oa an divelfenneged al loened-douar niverusañ. E-pad an 70 milion a vloavezhioù war-lerc'h e voe kemeret o flas tamm-ha-tamm gant ar stlejviled hag ur bern spesadoù a yeas da get.
Ar c'hroc'hen
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Noazh ha meizh eo kroc'hen an divelfenneged. Fin a-walc'h eo evit bezañ treuzet gant an oksijen a ya war-eeun er gwad hag ul lodenn vat eus an divelfenneged a anal evel-se dre o c'hroc'hen.
Gwagrennoù zo ennañ a servij da c'hlebiañ anezhañ. Daoust dezho e c'hell al loened-se disec'hañ buan ha ret eo dezho bezañ e lec'hioù gleb.
Gwagrennoù all a servij da broduiñ binim a zo kreñv pe greñvoc'h hervez ar spesadoù.
Kelc'hiad-buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Teir lodenn zo e buhez an divelfenneged : ar vi, al larvenn hag al loen gour. Ar vetamorfozenn a vez graet eus an tremen eus larvenn da oad gour.
Rummatadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]3 urzhiad ha war-dro 6.000 spesad a ya d'ober kevrennad an divelfenneged :