Mont d’an endalc’had

Amon (roue Yehouda)

Eus Wikipedia
Amon, gwerenn livet eus iliz Saint Martin e Herblay

Hervez an Tanac'h e renas Amon (hebraeg : אָמוֹן) war rouantelezh Yehouda etre 642 ha 640 KJK.

Mab oa da Venashe ha da Veshoulemet, merc'h Harous, eus Yotva.

"Hag e reas ar fall ouzh daoulagad an Aotroù, evel m'en devoa graet Menashe, e dad, en ur gerzhout gant an holl hentoù heulhiet gant e dad, o servijout idoloù servijet gant e dad hag o stouiñ dirazo."[1]

Irienniñ a reas servijourien Amon enep dezhañ. Lakaet e voe d'ar marv ganto en e di.

Ne blijas ket se da dud ar vro ha lakaat a rejont e vab Yoshia da roue en e blas.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. 2R 21, 20-21, troidigezh An Tour-Tan, eil levrenn, p 193