Amalie in Bayern

Eus Wikipedia
Amalie in Bayern (1865-1912)

Amalie in Bayern, pe Amalie Maria, Herzogin in Bayern (* 24 Kerzu 1865, München; † 26 Mae 1912, Stuttgart) a oa un dugez Bavaria, ha dre zimeziñ dugez Urach, ha kontez Württemberg.

Dimezet e oa da Wilhelm von Urach, kont Württemberg, eil Dug Urach ( 1864 – 1928). Hennezh a oa bet dilennet da roue Lituania, evel Mindaugas II, d'an 11 a viz Gouhere 1918. Met gouarnamant Alamagn a enebas, ha n'eas ket da gemer e gurunenn.

Mervel a reas Amalie e Stuttgart, e rouantelezh Württemberg, e 1912, da 47 vloaz, goude genel he navvet bugel.