Amadou Toumani Touré
Amadou Toumani Touré (ganet d'ar 4 a viz Du 1948 e Mopti) zo ur soudard hag ur politikour malian, bet prezidant ar vro etre 2002 ha 2012.
Kemer a reas perzh en taol-Stad ouzh Moussa Traoré e Meurzh 1991 hag e penn ar Stad e voe betek dilennadegoù 1992 gounezet gant Alpha Oumar Konaré. Dre ma roas ar galloud digudenn d'ar prezidant nevez e voe lesanvet Soudard an Demokratelezh. Kuitaet en deus an arme e Gwengolo 2001 ha lakaet e anv e dilennadegoù 2002. Deuet eo da vezañ prezidant Mali d'an 8 a viz Even 2002. Addilennet eo bet e 2007.
Diouzh noz an 21-22 a viz Meurzh 2012 e voe kaset un taol-Stad gant soudarded, ar c'habiten Amadou Haya Sanogo en o fenn, abalamour, hervezo, d'an doare ma veze meret an emsavadeg touareg e norzh ar vro. D'an 8 a viz Ebrel 2012 e ro e zilez evit ma vo kendalc'het gant an "urzh vonreizhel" ha d'an 21 ec'h a en harlu da Senegal.
Prezidanted Mali |
|||
---|---|---|---|
|