Mont d’an endalc’had

Alpha Condé

Eus Wikipedia
Alpha Condé e 2012.

Alpha Condé (ganet d'ar 4 a viz Meurzh 1938 e Boké) zo ur politikour gineat ha prezidant ar vro etre 2010 ha 2021.

Goude bezañ graet e studioù e Pariz (Bro-C'hall) ha labouret eno evel kelenner e tistroas da C'hinea hag e kemeras perzh e dilennadegoù 1993. Koll a reas a-enep Lansana Conté, prezidant Ginea abaoe taol-Stad 1984. Lakaat a reas e anv e dilennadegoù 1998 met harzet ha bac'het e voe d'ar 16 a viz Kerzu 1998 a-raok fin ar mouezhiañ war-zigarez e klaske distabilaat ar gouarnamant. Dieubet e voe d'an 18 a viz Mae 2001. Gounezet en deus dilennadegoù 2010 ha deuet eo da vezañ prezidant Ginea d'an 21 a viz Kerzu 2010.

War hent an diktatorelezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 2011 en deus lamet ar gwir da vurutellat oberoù ar gouarnamant er c'hazetennoù. Tamallet e vez dezhañ kregiñ d'en em zerc'hel evel un diktatour.

Harzet ha diskaret eo gant un taol-stad d'ar 5 a viz Gwengolo 2021. Asinet eo er gêr, hag ar c'horonal Mamadi Doumbouya a zeu da vezañ prezidant an Treuzkemm.

Levrioù diwar e benn

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (2010) Un Africain engagé : ce que je veux pour la Guinée. Paris : Jean Picollec. ISBN 9782864772446. OCLC 650206262. 
  • (en) Mohamed Saliou Camara, Thomas O'Toole, Janice E. Baker, « Condé, Alpha (1938-) », in Historical Dictionary of Guinea, Scarecrow Press, 2013 (Patrom:5vet emb.), p. 91-92 (ISBN 9780810879690).
  • Guinée d'Alpha Condé ou le Soleil des incompétences, embanadur Edilivre, dastumad « Essai politique », Alpha Ibrahima Sow, 2017.
  • Alfa Oumar Rafiou Barry, La Guinée au fil de ses présidents, L'Harmattan, 2020, 318 p. (ISBN 978-2-343-18509-5).

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.