Alison Mosshart

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Alison Mosshart
Alison Nicole Mosshart.jpg
Alison Mosshart war al leurenn e 2010

Alias VV, Baby Ruthless
Ganet 23 a viz Du 1978
e Vero Beach, Florida, Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet
Micher(ioù) kanerez, sonerez
Doare(où) Post-punk, blues rock, rock psikedelek, rock garage, indie rock
Benveg(binviji) mouezh, gitar
Bloavezhioù oberiant 1995-bremañ
Label(ioù) Domino Records, Third Man Records

Endro Discount, The Kills, The Dead Weather, The Raconteurs, Royal Trux, The Last Shadow Puppets, Arctic Monkeys, Placebo, Primal Scream, Carla Azar


Alison Nicole Mosshart (23 a viz Du 1978 e Vero Beach, Florida) a zo ur ganerez, ur saverez kanaouennoù hag un diskouezerez dilhad stadunanat. Kanerez The Kills ha The Dead Weather eo. E 1995 e stagas gant ar sonerezh, pa gemeras perzh er strollad punk floridian Discount hag a voe divodet e 2000[1]. E 2000 e savas an daouad The Kills asambles gant ar gitarour breizhveuriat Jamie Hince. Pa gan gant The Kills e ra gant al lesanv VV.

E penn-kentañ 2009 e kemeras perzh e sevel ar strollad The Dead Weather, asambles gant Jack White, Jack Lawrence ha Dean Fertita. Er strollad-se e ra gant al lesanv "Baby Ruthless."

E 2006 e kanas ar ganaouenn Dolls (Sweet Rock and Roll) a gaver er bladenn Riot City Blues gant Primal Scream hag ivez ar ganaouenn Meds savet gant Placebo.

E miz Ebrel 2011 e kemeras perzh e Today I'm Wearing aozet gant Vogue.co.uk  : e-pad miz e voe diskouezet unan eus he dilhadoù bemdez.


Alison Mosshart ha Jack White e-pad ur sonadeg gant The Dead Weather e Festival Glastonbury, 26 a viz Even 2009


Pladennoù[kemmañ]

Hag ivez[kemmañ]

Gwelout ivez[kemmañ]

Notennoù[kemmañ]

Liammoù diavaez[kemmañ]