Alidé Sans

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Alidé Sans e Pau e 2018

Alidé Sans Mas, ganet d'an 9 a viz Meurzh 1993 e Traoñienn Aran, zo ur ganerez okitanek. Merc'h eo da Lúcia Mas Garcia, kanerez katalanek hag okitanek, ha Jusèp Loís Sans Socasau, politiker ha stourmer evit an okitaneg en Aran. Brudet eo Alidé Sans evel kanerez okitanek abaoe he c'hanaouenn Esperança e 2012, dreist-holl.

Kemeret he deus perzh e meur a ouel hag a festival, abaoe 2013, evel e Barnasants e Barcelona, Escota e Minja e L'Isla de Baish (Gers), Hestiv'òc e Pau, pe Estivada e Rodés.

E 2017 he doa kanet e New York da-geñver deiz Sant Jordi, gouel Katalonia.

Kanañ a ra war a bep seurt sonerezhioù evel ar romba katalan, ar reggae, ar soul, met atav en okitaneg aranek. Diwar-benn a bep seurt traoù e sav he c'hanaouennoù [1].

Pladennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Eth paradís ei en tu (2015)
  • Henerècla (2018)

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]