Alice Walker

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Alice Walker e 2007

Alice Walker (ganet d'an 9 a viz C'hwevrer 1944 en Eatonton, e Georgia) zo ur skrivagnerez eus Stadoù Unanet Amerika.

Brud he deus tapet gant he skridoù, romantoù, danevelloù ha barzhonegoù, ha gant he stourm evit gwirioù ar merc'hed ha gwirioù ar re zu. He romant anavezetañ eo The Color Purple (1982) : gantañ he deus gounezet an National Book Award hag ar Priz Pulitzer evit skridoù faltazi.[1][2] Ur film zo bet graet diwarnañ. Ganti ivez eo bet skrivet Meridian (1976) ha The Third Life of Grange Copeland (1970). Savet he deus ar ger "womanist" evit ober anv eus he stourm, hini "ur venelourez zu", e 1983.[3]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. "National Book Awards - 1983". National Book Foundation. Retrieved March 15, 2012.
  2. "Fiction". Past winners and finalists by category. The Pulitzer Prizes. Retrieved March 17, 2012.
  3. Document.