Ali (soñj)
Un ali a zo ur soñj a vez lavaret da unan bennak, pe da veur a hini, diwar-benn ur c'hraf bennak, evit e aliañ, dezhañ da ober diouzh an ali goude pe da chom hep ober.
Traoù zo a reer war ali, pe diwar ali unan bennak, hep redi ebet: un ali n'eo ket ur reolenn, na n'eo ket un urzh.
Goulenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Goulenn ali, pe kuzul, a reer digant neb a garer, kar pe bar, galloudus pe get.
Reiñ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Alioù a roer dreist-holl d'ar re a c'houlenn. A-wechoù e vez furoc'h chom hep reiñ ali ebet: degemeret fall e vez alioù ar re all gant tud zo.
Soñj ha fed
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur soñj, un ali, n'eo ket ur fed, ha n'en deus ket da vout prouet, dre ma'z eo kred un den ha n'eo ket fed ; dre-se n'eo ket kred an holl ivez.Ur soñj a zo un dra gwir ha prouet a zeu da vezañ ur fed.
Krennlavaroù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kaoz zo eus an alioù er c'hrennlavaroù.
1. Un ali mat zo mat bepred
Ha pa ve digant ur sod e ve.
2. Ali ha holen
A roer d'an hini a c'houlenn
3. Ruzienn veure hag ali gwreg
Gwech 'vezont mat gwech ne vezont ket.