Ali-Shir Nava'i
Mir Ali-Shir Nava'i pe Nizomiddin Mir Ali-Shir (1441-1501), ganet ha marvet e Herat (Afghanistan), a oa ur prederour hag ur barzh pers hag ouzbek, e tchagataieg hag e perseg hag a voe o labourat e lez ar sultan Husayn Bayqara e Herat e dibenn ar XVvet kantved.
Breur-mager Husayn Bayqara e oa, kargad uhel pinvidik, ha mesen e-unan evit arzourien all evel al livour Kamal al-Din Behzad hag a labouras evitañ a-raok labourat evit ar sultan.
E 1472 e teuas Ali-Shir Nava'i da vezañ vizir (ministr pe reizhaouer uhel) hag anvet e voe da emir.
E oberenn anavezetañ eo "Majnun Layla". Meur a deskad barzhonegoù a skrivas diwar-benn ar pazennoù disheñvel eus buhez mab-den.
Hiziv e seller outañ evel unan eus skrivagnerien vras Ouzbekistan. C'hoariva bras Tochkent zo bet lakaet en e anv.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Alisher Navoiy (uz), (ru), (en)