Alghero
Alghero (italianeg; L'Alguer e katalaneg, S'Alighéra e sardeg ha L'Aliera e sassareg) a zo ur gêr eus Sardigna, enni 42 000 annezad, lec'hiet e proviñs Sassari, e gwalarn an enez.
Yezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Monumant d'ar c'hatalaneg en Alguer.
Un enezenn eo ar gêr e-keñver ar yezh: 60 % eus an annezidi a gomz c'hoazh un doare katalaneg kozh, levezonet gant an italianeg, an algereg. Anavezet eo evel yezh vinorel, ha kelennet e vez er skolioù hag implijet ez-ofisiel gant ar velestradurezh, koulz hag en anvioù-lec'h: divyezhek eo ar panelloù.
Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Franca Masu: kaner
- Antoni Lofrasso: (1521-1595) barzh
- Giuseppe Manno: (1786-1868) prezidant Sened Rouantelezh Sardigna ha Rouantelezh Italia
- Pino Piras: (1941-1989) kaner
- Franco Restaino: (1938) prederour
- Àngel Ceràvola: kaner
- Antonel·lo Colledanchise: kaner
- Pasqual Gal·lo: kaner
- Joan Palomba: skolaer, difenner ar yezh
- Antoni Ciuffo: barzh
- Enzo Favata: soner jazz
- Maria Aurora Salvagno: atletourez
- Rafael Caria: (1941-2008) skolaer, difenner ar yezh