Alfonsina Grecco Constantino

Eus Wikipedia
« Perlita Greco » e 1934

Alfonsina Grecco Constantino (1906-2001), pe Perlita Greco hervez hec'h anv-micher, a oa ur ganerez tango arc'hantinat, ganet e Rosario (Santa Fe).

He buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Alfonsina Grecco Constantini, ganet e Rosario a oa merc'h da Giovina Constantini (1886-1969) divroet da Arc'hantina eus kêriadennig de Casacanditella, en Abruzzo. Anv he zad e oa Grecco (gant div lizherenn "c"). Giovina, intañvezet yaouank, a lakaas anv he merc'h en er Santa Unión de los Sagrados Corazones1, un urzh relijiel spagnol ma veze kelennet kan ha dañs, ha seniñ gitar, ha senién piano a reas ouzhpenn.

En 1924, ez eas gant he mamm da chom da gêr Buenos Aires.