Alf Sommerfelt
Neuz
Alf Sommerfelt (23 a viz Du 1892 - 12 a viz Here 1965), a oa ur yezhonour norvegian hag ar c'helenner kentañ war ar yezhoniezh e Norvegia. Labourat a reas e Skol-Veur Oslo etre 1931 ha 1962.
Buhez prevez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet e oa e Trondheim (Norvegia). Dimezet e oa gant ar skrivagnerez Aimée Sommerfelt. Mervel a reas e Nes (Norvegia) diwar ur gwallzarvoud war an hent.
Yezhoniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Sommerfelt en doa studiet e Pariz. Asambles gant Olaf Broch e savas an Norwegian association for linguistics e 1924. Skrivañ a reas ivez levrioù evit lakaat ar muiañ a dud da anavezout ar yezhoniezh. Dedennet e oa gant ar yezhoù keltiek, ha dont a reas da Vreizh meur a wech, ma studias lod eus rannyezhoù ar brezhoneg[1]. Sevel a reas e 1958 ar gelaouenn Lochlann.
Levrlennadur diglok
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Sommerfelt, Alf, 1921: Le Breton parlé à Saint-Pol-de-Leon : Phonétique et morphologie
- Sommerfelt, Alf, 1922: The dialect of Torr Co. Donegal. Videnskapsselskapets skrifter II. Hist.-filos. kl. 1-2
- Sommerfelt, Alf, 1962 : Notes sur le parler de Dourduff en Plouézoc’h (Finistère), Lochlann, II, 58-92.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Problèmes de linguistique, in Annales de Bretagne niv. 70, p. 513, 1963. http://www.persee.fr/web/revues/home/prescript/article/abpo_0003-391x_1963_num_70_4_4522