Alexandre Glais-Bizoin

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Alexandre Glais-Bizoin

Alexandre Glais-Bizoin, Alexandre Olivier Glais de Bizoin e anv klok, bet ganet d'an 9 a viz Meurzh 1800 e Kintin ha marvet d'ar 6 a viz Du 1877 e Sant-Brieg, a oa ur politikour breizhat ha gall eus an tu-kleiz.

Eñ an hini eo en devoa kinniget ma vije jedet ur priz unan evit ar c'has lizheroù, hep na vije kemeret an hed e kont. Ar pezh a voe lakaet e pleustr gant dekred an 17 a viz Eost 1848, bet embannet d'an 30 a viz Eost da-heul. Un timbr 0,66 € an dalvoudegezh anezhañ, hanterskeudenn Alexandre Glais-Bizoin warnañ, a zo bet lakaet e gwerzh adalek ar 17 a viz Meurzh 2014.

Liammoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]