Mont d’an endalc’had

Alexandra Amalie Bavaria

Eus Wikipedia
Alexandra Amalie von Bayern, eoullivadur gant Joseph Karl Stieler e 1838; war ziskouez er Schönheitengalerie.

Alexandra Amalie Bavaria, pe Alexandra Amalie von Bayern en alamaneg, ganet e 1826 e kastell Johannisburg en Aschaffenburg, ha marvet e 1875 e kastell Nymphenburg en München, a oa ur briñsez eus an Tiegezh Wittelsbach ha skrivagnerez alamanek.

Merc'h yaouankañ hag eizhvet bugel Ludwig Iañ Bavaria ha Therese von Sachsen-Hildburghausen e oa. C'hoar e oa da Masimilian II ha ne zimezas ket. Perzh a gemeras e kumuniezh Santez-Anna e München, ur gumuniezh merc'hed deol eus an noblañs.

Luciano Buonaparte, breur Napoleone Buonaparte, a c'houlennas he dorn digant he zad, er bloavezhioù 1850, met nac'h a reas ar roue peogwir e oa dizimezet ar Gall.

Ar roue Ludwig Iañ Bavaria a roas urzh da Joseph Karl Stieler, livour al lez, d'he foltrediñ, ha war ziskouez emañ an oberenn e Poltredaoueg ar gened, e kastell Nymphenburg, ma'z eus dastumet 36 poltred eus itronezed a renk uhel eus kêr München, brudet-bras o c’hened.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Franz Brümmer: Lexikon der deutschen Dichter und Prosaisten vom Beginn des 19. Jahrhunderts bis zur Gegenwart. Band 1. Brockhaus, Leipzig 1913, S. 47.
  • Christian Dickinger: Die schwarzen Schafe der Wittelsbacher: Zwischen Thron und Wahnsinn. Piper Verlag, München 2005, ISBN 3-492-24345-2