Alesant III (Bro-Skos)
Neuz
|
Alesant III, pe Aleksandr III (Alaxandair mac Alaxandair e krennouezeleg, Alasdair mac Alasdair e gouezeleg a vremañ), ganet d'ar 4 a viz Gwengolo e 1241 ha marvet d'an 19 a viz Meurzh 1286, a oa roue Bro-Skos. Mab nemetañ ar roue Alesant II (Bro-Skos) hag e eil pried Marie de Coucy e oa. Roue Skosiz e voe adalek an 13 a viz Gouere 1249 betek e varv.
Dimezet e oa da Marc'harid Bro-Saoz (1240–1275).