Aleksandrin
Un aleksandrin[1] zo ur werzenn c'hallek a 12 silabenn. Aleksandrinoù all zo: an hini polonek zo 13 silabenn ennañ, an hini spagnolek 14.
Daouzeksilabennek[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Er werzenn daouzeksilabennek c'hallek e vez rannet ar werzenn e div lodenn geit a 6 silabenn peurvuiañ, hervez ar patrom
o o o o o o | o o o o o o
o=silabenn ; |=troc'h
Orin[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Kentañ ma voe implijet ar werzenn daouzeksilabennek e galleg a voe er Roman d'Alexandre e 1170, a gonter peurvuiañ. Koulskoude e oa bet implijet ivez un 20 vloaz bennak a-raok e Le Pèlerinage de Charlemagne.
Yezhoù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Spagnoleg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
An alejandrino spagnolek zo ur werzenn a bevarzek silabenn, rannet dre an hanter, 7 ha 7 silabenn, deuet diwar an hini c'hallek.
o o o o o o o | o o o o o o o
Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Hervez Geriadur Ménard, 2012.