Albrecht von Preußen (1837-1906)
Albrecht von Preußen (1837-1906) a oa ur priñs prusian.
Ganet e oa e Berlin, ha mab e oa da Albrecht von Preußen (1809-1872) ha d'e bried Marianne van Oranje-Nassau, merc'h da Willem Iañ an Izelvroioù.
E dad a oa breur da Friedrich Wilhelm IV, roue Prusia, ha da Wilhelm Iañ, Impalaer Alamagn.
Brezelioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Albrecht a yeas d'an arme e 1847. Perzh a gemeras er c'hentañ Brezel Schleswig, hag e 1866 er brezel etre Aostria ha Prusia, en emgannoù Skalitz, Schweinschädel ha Königgrätz.
Perzh a gemeras ivez e brezel 1870 etre Bro-C'hall ha Prusia, hag e penn ur vrigadenn war varc'h e oa en emgann Gravelotte hag en emgann Sedan. Goude kouezhet an eil impalaeriezh c'hall edo dindan Edwin von Manteuffel en emgannoù en-dro da gêrioù Bapaume ha Saint-Quentin.
Dimeziñ a reas e 1873 d'ar briñsez Marie von Sachsen-Altenburg (1854-1898).
E 1885 e voe anvet da rejant dugelezh Braunschweig.