Albrecht Ludwig Berblinger
Albrecht Ludwig Berblinger (24 a viz Mezheven 1770, Ulm – 28 a viz Genver 1829, Ulm), lesanvet "Der Schneider von Ulm" (Kemener Ulm), zo anavezet evel an den kentañ en deus savet ur mekanik da nijal.
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar seizhvet bugel e oa Albrecht en ur familh baour. Pa oa 13 vloaz e varvas e dad ha kaset e voe da labourat evel kemener. Ur mailh e teuas da vezañ war e vicher, met dedennet e oa kentoc'h gant ar mekanikoù. War e amzer vak e klaske ijinañ ardivinkoù.
Nijal
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An hini anavezetañ eus ijinadennoù Berblinger zo unan da nijal, e stumm divaskell. Labourat a reas warni e-pad meur a vloaz, ha klask gwellaat anezhi en ur sellet ouzh nij al laboused. Goap a veze graet outañ gant an dud en-dro dezhañ ha darbet e voe dezhañ bezañ skarzhet eus gild ar gemenerien. Daoust da se e talc'has da labourat war e ijinenn. Dont a reas ar roue Friedrich von Württemberg da vezañ atapiet gant labourioù Berblinger ha reiñ a reas arc'hant dezhañ evito.
Klask a reas Berblinger diskouez e ijinadenn d'an dud d'an 30 a viz Mae 1811, dirak ar roue, e vibien ha priñs Bavaria. Gortoz a reas an holl dud-se, met ampellet e voe e nijadenn gant Berblinger. Un taol-esae all a reas an deiz war-lerc'h met neuze ne oa ket ar roue eno ken. Ne ouzer ket mat petra a c'hoarvezas rak meur a dra zo bet kontet war an darvoud, met un dra zo sur : pa glaskas Berblinger plavañ gant an eskell savet gantañ e kouezhas er stêr Danav. Saveteet e voe gant pesketaerien hag hiviziken e kollas e vrud. Mervel a reas d'an oad a 58 vloaz.
N'eo nemet e dibenn an XIXvet kantved e voe klasket nijal en-dro, gant Otto Lilienthal, gant berzh mat ar wech-mañ.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Berblinger 2.0 (de)
- berblinger.ulm.de (de) (en)