Alanig an Tri Roue
Neuz
Alanig an Tri Roue zo ur romant (kant seizh pajenn ha daou-ugent ennañ) skrivet e brezhoneg eeun gant Roparz Hemon evit ar vugale. Embannet e oa bet gant Skridoù Breizh e 1950.
Adembannadurioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Adembannet e oa bet al levr e 1992 gant Mouladurioù Hor Yezh.
Ar romant
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Alanig, ur paotrig a seizh vloaz, a zo kouezhet klañv just a-raok deiz an Nedeleg ha ret eo dezhañ chom e-barzh e wele. Dre e hunvreoù ez a da-heul Tri Roue ar c'hraou Nedeleg oc'h advevañ darvoudoù 'zo eus an Istor Santel.
Ar pennadoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Setu ar pevarzek pennad :
- Ar c'hraou Nedeleg
- Tintin Fina
- Oferenn an Hanternoz
- An Tri Roue
- Lazhadeg an Inosantezed
- Pesk Jonaz
- Arc'h Noe (gant Istor gwir ar c'had hag ar vaot)
- Sorserez Endor
- Mogerioù Jeric'ho
- An daouzek profed bihan (gant Istor ar briñsez sukr)
- Foz al Leoned
- Palez Ester (gant Istor ar Priñs Zoroab ha Zelmira goant)
- Tour Babel
- Paradoz an douar
Troidigezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Troet eo bet al levr e kembraeg gant Zonia Bowen, hag embannet dindan an titl Alan a'r tri brenin (1984).