Alain de Benoist
Alain de Benoist | |
---|---|
![]() | |
Anv ofisiel | Alain Marie Inisan |
Anv pluenn | Fabrice Laroche James Barney Robert de Herte |
Obererezh | Skrivagner Kazetenner Istorour ar menozhioù |
Ganedigezh | D'an 11 a viz Kerzu 1943 e Teurgn, ![]() |
Luskad lennegel | Disgreskidigezh, Dehou Nevez, Broadelouriezh genelel |
Oberennoù pennañ | |
Vu de droite | |
Traoù ouzhpenn | |
GRECE, Mensa | |
kemmañ ![]() |
Alain de Benoist (moranvioù : Fabrice Laroche, James Barney pe Robert de Herte) zo un embanner gall ganet d'an 11 Kerzu 1943 e Teurgn. Azaouezet eo evel penn-prederour luskad an tu Dehou Nevez.
Orin hag oberenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Eus ar werin vreizhat e teu e vamm, Germaine Langouët, tra ma teu e dad eus an noblañs velgiat. E vamm-gozh a labouras evel sekretourez gant Gustave Le Bon e-pad pell. Un niz bihan eo da Gustave Moreau, ul livour pouezus eus luskad an Arouezelezh. Dimezet eo d'un Alamanez, Doris Christians.
Alain de Benoist zo penn-skridaozer ar c'hazetennoù Nouvelle École ha Krisis hag e vez gwelet evel damkanour kentañ an Nouvelle Droite (Dehou Nevez). Anavezet eo muioc'h en Italia, Alamagn, Rusia, hag all... eget e Bro-C'hall hiziv an deiz. Pagan a reer anezhañ tra ma tifenn ur sell ouzh al liesdoueegezh dezhañ. E brederouriezh politikel a vez anvet alies Dehoù an Diforc'hioù. Diorroet e vez mennozhioù gantañ tro-dro ar rannvroelezh, an europaelezh hag al lec'helezh gant kealoù enep-arnevez ha hengounel. A-wezhioù e vez graet labourioù istorel gantañ hag eñ en em wel evel Istorour ar Mennozhioù.
Mignon eo Alain de Benoist d'ar skrivagner maboriat Gabriel Matzneff.
Arroudoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tous les hommes de qualité sont frères, n'importe la race, le pays et le temps.
– Les Idées à l'endroit (1977), éd. Libres-Hallier, 1979, p. 54