Mont d’an endalc’had

Lamp Aladdin

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Aladdin)
Gwalenn
Mil nozvezh hag unan

Ali Baba hag an daou-ugent laer
Chahrazad
Chahryar
Galland (Antoine)
Lamp Aladdin
Levr ar mil nozvezh hag unan
Sindbad ar martolod hag e seizh beaj

En ur geñver

Kontadenn
Lennegezh arab
Lennegezh ar Grennamzer
Lennegezh pers

Aladdin and the Wonderful Lamp (1917)

E-barzh Levr ar mil nozvezh hag unan emañ Lamp Aladdin, ur gontadenn eus ar re vrudetañ anavezet ivez evel Aladdin pe al lamp burzhudus

Piv eo Aladdin ?

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un dudenn eus lennegezh arabek Siria eo. Deuet eo an anv eus an droienn arabek علاء الدين Alā' ad-Dīn, d-l-e "haelded a feiz". Staget eo bet ouzh an dastumadenn Ar mil nozvezh hag unan gant an troer Antoine Galland.

Petra eo an istor ?

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Aladdin kraouiet er vougev gant ar Sorser.

E Sina emaomp da gentañ. Un den yaouank paour eo Aladdin, deuet da vezañ diskibl ur mestr e c'halloudoù hud. Goude ur veaj hir, goulenn a ra ar mestr da Aladdin da glask ul lamp eoul chomet e goueled ur c'hroc'h, en ur reiñ dezhañ un draig burzhudus. Gwell eo dezhañ, avat, dont da berc'henn al lamp. Neuze Aladdin zo lezet eno gant ar mestr. E-barzh al lamp ez eus un huder…

Evel an holl gontadennoù ez eus doareoù disheñvel da echuiñ anezhi. Gant Aladdin e vez lavaret e teuas pinvidik peogwir e vestronias e lamp. Distoet, ar mestr a bren al lamp diwar pried Aladdin evit traoùigoù. Dav eo da Aladdin kaout tro ennañ a-benn trec'hiñ an den fallakr. En un doare all e koll al lamp abalamour ne vestroni ket anezhi ha pep tra ivez.

Ur film zo bet savet gant Walt Disney e 1992: Aladdin.