Al Loar en Islonk

Eus Wikipedia

Al Loar en islonk, Xajaw yul olan, La Luna en el Hoyo a zo ganet diwar ur raktres c'hoariva stourm kaset da benn gant tud yaouank eus tachad Ixcan e Guatemala.

Un eskemm a zo etre tud ar vro ha Breizhiz ha diwanet eo ar c'hoant da gontañ istor pezh e stumm bannoù-treset.

Div yezh a gaver el levr, brezhoneg ha yezh an Ixcan, ar qu'anjob'al. An destenn vrezhonek zo bet savet gant Liseidi eus Lise Diwan Karaez diwar un destenn e kastilhaneg. An tresadennoù zo bet graet gant livourien yaouank ar "c'hCreadores" eus Ixcan Creativo. Un tamm eeunik int evit ar re a zo kustum da lenn bannoù-treset.

Tri anv a gaver war golo al levr : Gisel Sparza, Céline Soun ha Murielle Lorant. Embannet eo bet an oberenn e 2010 gant Al Liamm ha La Obra.