Mont d’an endalc’had

Al-Mu'tasim

Eus Wikipedia
Al-Mu'tasim
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhAbbasided Kemmañ
Anv-bihanMohammed Kemmañ
Deiziad ganedigezh796 Kemmañ
Lec'h ganedigezhKhuld Palace Kemmañ
Deiziad ar marv5 Gen 842 Kemmañ
Lec'h ar marvSamarra Kemmañ
Lec'h douaridigezhQ43033537 Kemmañ
TadHarun al-Rashid Kemmañ
MammMaridah bint Shabib Kemmañ
Breur pe c'hoarAl-Amin, Al-Ma'mun, Al-Qasim ibn Harun al-Rashid, Ahmed Al-Sabti, Abu ʿIsa Muhammad ibn Harun al-Rashid Kemmañ
Kompagnun(ez)Qaratis, Shuja al-Khwarazmi Kemmañ
BugelAl-Wathiq, Al-Mutawakkil, Al-Musta'in Kemmañ
FamilhAbbasided Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetarabeg Kemmañ
Micherkalif Kemmañ
KargAbbasid caliph Kemmañ
RelijionIslam Kemmañ

Abū Isḥāq Muḥammad ibn Hārūn al-Rashīd (arabeg: أبو إسحاق محمد بن هارون الرشيد) ganet e miz Here 796 hag aet da Anaon d'ar 5 a viz Genver 842, brudetoc'h evel anv ren al-Muʿtaṣim biʾllāh (arabeg: المعتصم بالله "an hini a glask goudor en Doue"), a oa bet eizhvet kalif Abbasid, a oa bet o ren etre 833 betek e varv e 842. Mab yaounkañ ar c'halif Harun al-Rashid (786–809), deuet e oa a-benn da zont war-wel dre sevel ul lu prevez azalek soudarded-sklaved a orin turkek (ghilmān. Implijus e oa bet kalz pa oa bet e hanter vreur, ar c'halif al-Ma'mun, hag a oa oc'h implij al-Mu'tasim hag e soudarded turkek da zegas nerzh ouzhpenn a-enep strolladoù all eus ar Stad pe o klask muioc'h a c'halloud. Ouzhpenn-se e oa bet tu implij anezho e kampagnoù brezel a-enep rebelled hag goude-se a enep Impalaeriezh Roman ar Reter. Pa oa amrvet trumm al-Ma'mun e-kerzh un dro-vrezel e miz Eost 833, al-Mu'tasim a oa an hini plaset ar gwellañ evit kemer plas ar c'halif. Deuet e oa a-benn da dremen dirak mab al-Ma'mun, al-Abbas.