Aimé Paine
Aimé Painé (pe Aimé Painé), ganet e 1943 en Ingeniero Luis A. Huergo, Río Negro, marvet d'an 10 a viz Gwengolo 1987 en Asunción (Paraguay) a oa ur ganerez arc'hantinat, mapuche a orin, hag a vrudas sonerezh he fobl. Kar e oa, gouez da lod, d'ar penn indian (pe cacique), al longo Painé.
Savet e voe gant tud pinvidik o devoa adverc'het anezhi, ha kaset anezhi d'ar skol da Mar del Plata, gwall bell diouzh he sevenadur orin. Abaoe bihan e felle dezhi bout kanerez ha studiañ a reas ar sonerezh hag ar c'han. Kavout a rae dezhi e tenne ar c'hanoù gregorian d'an taiel, doare kanañ mapuche he devoa klevet kanañ e mapudunguneg, yezh ar bobl Mapuche. An Taiel, emezi, a oa ur c'han didro, dieub ha naturel hag ivez relijiel.
E 1973, da 29 bloaz, e kemeras perzh el laz-kanañ broadel (Coro Polifónico Nacional) hag e tizoloas ster ar sonerezh en he buhez. E-pad emgav etrevroadel al lazoù-kanañ e Mar del Plata e oa ha pep bro a ranke prientiñ ur oberenn da ganañ deuet eus sevenadur an hen bobloù, hag Arc'hantina ne reas ket. Mezh he doe eus he bro a nac'he he gwrizioù istorel.
Neuze ez eas da greisteiz ar vro, da glask war-lerc'h spered ar re gozh, hag eno e tizoloas speredelezh sonerezh ar bobl mapuche, e teu ar sonerezh-se eus kanaén en digenvez evel ma vez an dud e bro he c'havell
Mervel trumm a reas da 44 bloaz, pa oa oc'h enrollañ un abadenn evit skinwel Paraguay. Beziet eo e-kichen he zad, don Segundo Painé, marvet goude e verc'h, pa oa 103 bloaz.
War he lerc'h
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Skolioù ha levraouegoù, lazoù ha straedoù, zo bet roet hec'h anv dezho e proviñs Río Negro, ha betek ur straed e Puerto Madero e Proviñs Buenos Aires
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Gouel deiz ha bloaz Aimé Painé :http://www.youtube.com/watch?v=oq_rLFRAn_k