Ahmed Sékou Touré
Ahmed Sékou Touré (9 a viz Genver 1922 - 26 a viz Meurzh 1984) a oa ur politikour eus Ginea, bet prezidant kentañ ar vro adalek 1958 betek 1984.
Mab-bihan e oa da Samory Touré hag a stourmas a-enep an trevadennerezh gall en Afrika ar C'hornôg e fin an XIXvet kantved. E 1956 e oa Sékou Touré maer Conakry ha kannad Ginea e bodadenn vroadel Bro-C'hall. Diwar e atiz e voe chouet ouzh de Gaulle gant an engroez pa deuas hemañ da Gonakry. En ur referendom aozet e 1958 e nac'has pobl Ginea an unaniezh-kevelerezh gant Bro-C'hall ha dibabet an dizalc'hiezh a voe ofisiel d'an 2 a viz Here 1958, gant Sékou Touré e penn ar Stad nevez. Debret e voe ar C'hallaoued gant ar c'hwervoni hag e-pad meur a vloaz e klaskjont plantañ reuz er vro he doa kredet talañ oute (rivinañ ekonomiezh Ginea dre pourchas bilhedoù faos, stummañ eneberien bolitikel...).
Sékou Touré a lakaas e plas ur politikerezh marksour (dilezet e 1978) ha roet e voe Priz Lenin ar Peoc'h dezhañ e 1961. E fin ar bloavezhioù 1960 e voe harzet ha bac'het an darn vrasañ eus e eneberien. War-gresk ec'h eas e baranoia ha war-dro 50 000 den a vije bet lazhet e kampoù-bac'h, evel hini Boiro, dindan e ren.
Mervel a reas e Cleveland (Ohio) e-pad un oberatadenn.
Prezidanted Ginea |
|||
---|---|---|---|
|