Mont d’an endalc’had

Agogô

Eus Wikipedia
Agogô du, daou gloc'h outañ.
Agogô pevar c'hloc'h outañ.
Agogô afrikan.
Agogô modern.

Un agogó, pe gongué, zo ur benveg-seniñ dre skeiñ eus Brazil , degaset di gant ar sklaved a orin afrikan, anezhañ ur c'hloc'h pe zaou pe muioc'h, e koad pe houarn, divazhoulenn avat, stag kenetreze, hag a vez skoet pe skoataet gant ur vazhig koad. Ar skiltrañ eus ar binvioù dre skeiñ eo.

Da gentañ e veze implijet dreist-holl en abadennoù relijiel ar c'h-Candomble. Hiziv eo unan eus binvioù diazez ar samba .


Dont a rafe an anv eus ar ger akokô er yezh nagô, a zo eurier, abalamour ma ra un trouz evel tiktak an eurier.
Hervez tud zo e talvezfe kloc'h er yezh yoruba, komzet e Nigeria.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.