Mont d’an endalc’had

Age quod agis

Eus Wikipedia

Age quod agis zo ur c'hrennlavar latin, hag unan kentelius, ha bet lakaet e brezhoneg evel-henn: Gra tra pa ri tra! Kavet e veze e yezhadurioù latin ar skolidi. Lakaet eo da sturlavar meur a skol gatolik, evel hini ar Jesuit High School e Portland (Oregon).

Mennet eo da zegas da soñj d'ar yaouankizoù (ha d'ar re all) eo ret derc'hel da labourat ken na vo peurechu al labour, a-raok mont d'ober un dra bennak all.