Mont d’an endalc’had

Agar gun

Eus Wikipedia
Agar gun
doare arm
Iskevrennad eusMindrailherez Kemmañ
BrezelBrezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika Kemmañ
Bro orinStadoù-Unanet Kemmañ
Lakaet er servij1861 Kemmañ
Service retirement1865 Kemmañ
An Ager Coffee Mill Gun

An Agar gun (pe Ager gun) a oa un doare mindrailherez ijinet e-pad Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika. Lesanvet e oa an arm-se the Coffee Mill Gun, lesanvet e oa ivez the Union Repeating Gun.

E-pad Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika e oa bet roet lañs bras d'an ijinerezh brezel evit dont a-benn da verraat padelezh ar brezel gant an daou du engouestlet. An Agar machine gun (ar vindrailherez Agar) a oa unan eus an hanter-kant bennak a vindrailherezioù dre zorn a voe savet e-pad ar brezel.

Ager "Coffee Mill" gun etre daouarn soudarded an 96th Pennsylvania Volunteer Regiment, e Camp Northumberland, Norzh Virginia, C'hwevrer 1862

An anv a oa deuet eus anv an ijinour Wilson Agar (skrivet a-wechoù Wilson Ager). Ar vindrailherez a oa bet lesanvet 'Coffee Mill Gun' dre ma oa damheñvel lodenn ar c'hargañ ouzh ur mekanik kafe eus ar mare-se.

An Agar gun gwelet eus a-dreñv

Liammoù diavez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan