Mont d’an endalc’had

Pyrddin

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Afon Pyrddin)

Ar stêr Pyrddin (Afon Pyrddin e kembraeg) zo ur stêr eus kreisteiz Kembre hag a ya d'ober an harz etre kontelezh Powys ha hini Castell-nedd Port Talbot.

Un harz eo ivez d'ar Parc Cenedlaethol Bannau Brycheiniog (Brecon Beacons National Park, e saozneg). Ar stêr hag al lammoù-dour warni a sach gweladennerien da bark ar Fforest Fawr Geopark.

Techet eur aes da welout ar gerioù pur (glan) ha dyn (den) e Pyrddin (gant ar c'hemmadur D/DD), an den pur o vezañ sant Dewi, sant meur Kembre, met distroadet eo an displegadenn-se gant ar stummoù Peurdin en XIIvet kantved ha Pewerdyn e 1428[1].

Teir gwazh a ya d'ober ar stêr Pyrddin : gwazhioù Nant y Bryn, Nant y Fedwen ha Nant Hir a gej a-raok diskenn trema ar gevred d'en em gavout pemp km pelloc'h gant an Nedd Fechan[2].

Lammoù-dour

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Brudet eo ar stêr Pyrddin abalamour da zaou lamm-dour dreist-holl :

Da Sgŵd Gwladus ez eer eus Pontneddfechan.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. (en) Some place names in South Wales
  2. Ordnance Survey Explorer map sheet OL12 'Brecon Beacons National Park: western area'