Adriaen van de Velde

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
De Hut, 1671

Adriaen van de Velde (1636-1672), ganet ha marvet en Amsterdam, a oa ul livour izelvroat.

Mab e oa da Willem van de Velde an henañ ha breur da Willem Van de Velde ar yaouankañ. E vreur a oa ganet e Leyden, eñ a oa ganet en Amsterdam.

Gant e dad e studias da gentañ met ne oa ket troet kaer da livañ listri eveltañ. Hag eñ da Haarlem da zeskiñ livañ ar maezioù gant Jan Wijnants. E daolennoù kentañ a reas e 1653. Da Amsterdam ez eas da chom war-dro 1657.