Adolf Anderssen
Karl Ernst Adolf Anderssen a zo bet ganet d'ar 6 a viz Gouere 1818 e Breslau, Alamagn (bremañ Wrocław, Polonia), marvet d'an 13 a viz Meurzh 1879.
Kelennour jedoniezh, mestrc'hoarier echedoù alaman ag ar renk kentañ. Lec'hiet kentañ e tournamantoù Londrez e 1851 ha 1862 ha Baden e 1870. Trec'h e voe war Daniel Harrwitz, Ignác Kolisch, Johann Löwenthal ha Johannes Zukertort. Sellet e vez outañ evel ouzh kampion ar bed adalek 1851 betek 1859, pa voe trec'het gant Paul Charles Morphy.
Garadenn Anderssen
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Krogad « divarvel »
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar c'hrogad divarvel
zo ur c'hrogad a voe d'an 21 a viz Mezheven 1851 e Londrez etre Adolf Anderssen hag ar mestrc'hoarier estonian Lionel Kieseritzky, er-maez eus pep tournamant.
Brudet eo abalamour d'an doare ma c'hounezas A. Anderssen : dre lamm goude aberzhet ur Faourell, e zaou Dour hag e Zamez, padal n'en doa L. Kieseritzky kollet nemet tri soudard.
Da-geñver an Diskouezadeg Hollvedel e Londrez, e 1851, ec'h aozas ar mestr-c'hoarier saoz Howard Staunton, gwellañ c'hoarier Europa d'ar mare, un tournamant etrebroadel a voe gounezet gant Anderssen. Goude-se, ar c'hampion alaman a c'hoarias krogadoù dizalc'h ; a-enep L. Kieseritzky e c'hounezas unan anezho. Ken bamet e voe L. Kieseritzky ma pellskrivas an dibun d'e gleub echedoù e Pariz, hag e miz Gouere 1951 e voe embannet er gazetenn La Régence ar c'hrogad a voe anvet Unsterbliche Partie "Krogad Divarvel" gant ar mestrc'hoarier aostrian Ernst Falkbeer er gelaouenn Wien Schachzeitung e 1855[1].
Londrez, 1851 Adolf Anderssen — Lionel Kieseritzky — 1-0 | ||||
---|---|---|---|---|
1. e4 - e5 2. f4 - exf4 3. Fc4 - Dh4+ 4. Rf1 - b5?! 5. Fxb5 - Mf6 6. Mf3 - Dh6 7. d3 - Mh5 8. Mh4 - Dg5 9. Mf5! - c6 10. g4? - Mf6?! 11. Rg1! - cxb5? 12. h4! - Dg6 |
13. h5 - Dg5 14. Df3 - Mg8 15. Fxf4 - Df6 16. Mc3 - Fc5? 17. Md5 - Dxb2 18. Fd6!? - Fxg1? 19. e5! - Dxa1+ 20. Re2 - Ma6?? 21. Mxg7+ - Rd8 22. Df6+!! - Mxf6 23. Fe7# : 1-0 |
Liamm diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (fr) 'La Régence, Gouere 185 (p. 221 sqq.). Kavet : 01/02/2022.