Adelheid Aostria
Neuz
Adelheid Aostria, pe Adelheid von Österreich en alamaneg, ganet e 1822 e Milano, a oa neuze e proviñs Lombardia en impalaeriezh Aostria, ha marvet e 1855, e Torino, e Rouantelezh Piemonte, a oa ur briñsez aostrian, ac'hdugez Aostria ha priñsez Hungaria, deuet da vout Rouanez Sardigna goude dimeziñ da Vittorio Emanuele II.
He buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Merc'h e oa da Ranieri Giuseppe d'Asburgo-Lorena.
Eured ha bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dimeziñ a reas e Stupinigi (Torino) e miz Ebrel 1842 d'he c'henderv Vittorio Emanuele II, ha dont a reas da vout rouanez Sardigna en 1849. Eizh bugel he doe.
- Maria Clotilde (Torino, 1843 - Moncalieri, 1911), priñsez Buonaparte;
- Umberto (Torino, 1844 - Monza, 1900), priñs Piemonte (1849-1878) ha roue Italia (1878-1900);
- Amedeo (Torino, 1845 - 1890), roue Spagn (1871 - 1873) ha dug Aosta;
- Oddone Eugenio Maria (Torino, 1846 - Genova, 1866), dug Monferrato;
- Maria Pia (Torino, 1847 - Stupinigi, 1911), rouanez kenseurtez Portugal;
- Carlo Alberto (Torino, 1851 - Stupinigi, 1854) dug Chiablese (proviñs eus Dugelezh Savoia, hiriv rannet etre Bro-C'hall (Haute-Savoie), ha Suis (kanton Valais ha kanton Vaud);
- Vittorio Emanuele (Torino, 1852 - 1852);
- Vittorio Emanuele (Torino, 1855 - 1855), kont Genevese (proviñs eus Dugelezh Savoia, diwar anv kêr Ginevra-Genève).
He marv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Goude hec'h eizhvet gwilioud ez eas da obidoù he mamm-gaer. Annoued a dapas ha mervel a reas un toullad deizioù goude, en 1855, da 33 bloaz. Beziet e voe e Superga.
Re abred e varvas evit bout kentañ rouanez Italia.