Adele

Eus Wikipedia
Ur pennad Adèle zo ivez.

E Glasgow e 2016
E Nashville e 2016

Adele, ez-ofisiel Adele Laurie Blue Adkins, MBE, zo ur ganerez ha sonaozerez saoz bet ganet d'ar 5 a viz Mae 1988 e kêr Londrez, ranngêr Tottenham. Berzh-bras he deus graet gant he zeir fladenn, o werzhañ muioc'h eget 30 milion anezho. Anvet eo bet he holl bladennoù diwar an oad e oa pa aozas anezho: 19, 21, 25. An darn vrasañ eus he c'hanaouennoù zo bet savet ganti, an ton koulz hag ar pozioù. E-touez ar re anavezetañ emañ Chasing pavements (2008), Rolling in the deep (2010), Someone like you (2011), Set fire to the rain (2011) ha Skyfall (2012) - homañ savet a-ratozh evit ur film gant James Bond. E-leizh a brizioù zo bet tapet ganti, en o zouez 1 Oscar, 4 Brit Award, 9 Grammy Award hag 11 Billboard Music Award.

Pladennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Albomoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]