Adanated

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

An Adanated pe Adanati e latin, a oa ur bobl kelted o chom e Maurienne, e Savoia, entre Saint-Michel-de-Maurienne ha Modane (Adana). Amezeien e oant d'ar Graiokeled ha Medulled.

Stourm a rejont ouzh ar Romaned ken na voent trec'het en 16 kent JK. Eñvoret eo trec'h ar Romaned war bolz-enor Susa, e Piemonte (Italia) ma'z eo meneget anvioù ar pobloù trec'het, hini an Adanated e-kichen re ar Salassed, Graiokeled, Medulled, ha re all.