Adama Barrow

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Adama Barrow e 2016

Adama Barrow, ganet d'ar 16 a viz C'hwevrer 1965 e Mankamang Kunda, zo ur penn embregerezh ha den Stad eus Gambia, ezel eo d'an United Democratic Party. Bez e voe dilennet da prezidant Republik Gambia d'ar 1añ a viz Kerzu 2016. Ar gadoridigezh a oa sañset bezañ d'an 19 a viz Genver 2017, met diasur e oa bet dre ur stad a reuziad sevenet gant ar prezidant Yahya Jammeh hag ar c'hoant a oa gantañ da ouzhpennañ tri miz d'e garg er vodadeg vroadel. Repuet er Senegal, Adama Barrow a douas e le d'an 19 a viz Genver evel prezidant ar republik, e kannati Gambia, e-pad ma oa stadoù all eus Afrika ar c'hornôg o vountañ war Yahya Jammeh da reiñ ar galloud dezhañ.