Sevenadur Acheulean
An Acheulean, pe ar sevenadur Acheulean, zo ur prantad ag Henoadvezh koshañ ar maen hag a ra dave d'ur greanterezh ar benañ mein hag a ya da heul sevenadur Oldowai.
Anv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Donet a ra anv ar sevenadur-se ag anv ur c'harter ag Amiens, Saint-Acheul, ul lec'hienn henoniel. Klevet e vez /aʃøl/ ha neket /akøl/, ne skriver ket "akeulean" enta.
Orin ha skignadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet eo an Acheulean e reter Afrika àr-dro 1,76 milion a vleadoù pa oa sevenadur Oldowai àr e dalaroù. Skignañ a reas er Reter-Nesañ, en Azia en he fezh hag en Europa. En Europa e kemer plas sevenadur Abbeville (anv sevenadur Oldowai en Europa) etre 500 000 ha 300 000 vlez kent hon amzer.
Teknikoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An daouduegoù hag ar bouc'haligoù zo heverk ag an Acheulean.
Piv e oa artizaned ar sevenadur Acheulean?
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar relegoù kavet e-tal binvioù ar sevenadur Acheulean zo re Paranthropus robustus, Homo ergaster pe Homo erectus en Afrika (prantadoù koshañ), Homo erectus hag Homo heidelbergensis en Eurazia (prantadoù diwezhañ).
Mestroniañ an tan
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar fed heverkañ ag an Acheulean eo "doñvadur" an tan get Homo erectus en Europa (oaledoù Menez-Dregan e Breizh da skouer).