Academi

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Logo Academi

Furm wirel : embregerezh prevez
Krouidigezh : 1997 evel Blackwater USA ha Blackwater Worldwide

E 2009 evel Xe

Academi abaoe 2011

Sez ar c'hevredad : 12018 Sunrise Valley Drive, Suite 140, Reston, Virginia, U.S.
Pennoù-bras : Erik Prince (PDG)

Al Clark

Lec'hienn Web : http://www.academi.com/

Academi zo un embregerezh vilourel prevez stadunanat savet e 1997 gant un ofiser eus an Navy SEAL Erik Prince. An anv a oa da gentañ Blackwater, goude-se e oa Xe Services adalek 2009 hag hiziv-an-deiz ez eo Academi abaoe 2011 goude ma voe prenet an embregerezh gant ur strollad posterien arc'hant prevez. Gwallvrudet eo bet an embregerezh e 2007, pa oa bet un unvez o lazhadegañ 14 trevour irakian en Nisour Square, Baghdad. Pevar gward a oa bet kondaonet gant ul lez-varn stadunanat evit an torfed.

Academi a zo kefridiet gant servijoù surentez evit ar gouarnamant kevredadel stadunanant dre kevrad. Abaoe 2003, ar strollad en deus bet roet harp d'ar Central Intelligence Agency, gant ur c'hevrad $250 milion e 2010. E 2013, skourr Academi an International Development Solutions en doa bet resevet e-tro $92 milion dre kevradoù evel gwarded surentez ar gouarnamant kevredadel.

E 2014, Academi a zo deuet da vezañ ur rann eus Constellis Holdings gant Triple Canopy hag embregerezhioù surentez all a oa deuet da vezañ ul lodenn eus ar C'honstellis Group.