Ac'hiroe

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Ac'hiroe (Αχιρόη e gregach), pe Anc'hinoe hervez ar Biblioteke, oberenn ar pseudo-Apollodoros [1], a zo marteze ur fazi e-lec'h Anc'hiroe, a oa un naiadenn, e mojennoù Hellaz kozh.

Merc'h e oa da Neilos, doue-stêr an Nil. Dimeziñ a eure d'ar roue Belos ha mamm e voe d'e vibien Aigyptos ha Danaos, hag ivez, hervez skridoù zo, da g-Kefeüs, roue Aithiopia, ha Fineüs[2].

Hervez ar skoliast Lykofron[3], he doe ur mab digant Ares, Sithon, ha hervez Hegesippus[4], div verc'h Pallenaea ha Rhoeteia, a voe savet div gêr en o anvioù.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. (en) Apollodorus, Library ii. 1. § 4
  2. (en) THE NAIAD ANCHINOE.
  3. Schol. Lycophr. 583 ha 1161
  4. Hegesippus, apud Stephanus of Byzantium s.v. Παλλήνη